Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
Hag e‐pad ma oant o komz, hag o rezoni etrezhe, Jesus he‐unan a dostaaz outhe hag en em lekeaz da vale assambles ganthe.
An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo.
Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.
Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c’hoarvezet.
Met o daoulagad a oa dalc’het, en hevelep doare ma n’anavezent ket anezhañ.
Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!