Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.
Sant Lucas 23:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c’halon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kement‐man, o velet an traou a oa c’hoarvezet, a zistroe d’ar gear en eur skei var boull ho c’halon. |
Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.
Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!
An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n’eo ket marv, met kousket a ra.
O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?