en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Sant Lucas 23:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa ar skrid-mañ a-us d’e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bez’ e oa ive a‐uz d’he ben ar c’homzou‐man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach: HE‐MAN EO ROUE AR JUDEVIEN. |
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.