Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
Sant Lucas 23:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe an trede gwech: Pe seurt droug eta hen deuz hen great? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan. |
Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,