Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac’h.
Sant Lucas 23:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h c’hoarvezet e kêr hag evit ur muntr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa c’hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez. |
Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac’h.
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
N’out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d’an dispac’h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d’al lec’h distro pevar mil laer?
Dinac’het hoc’h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc’h eus e vefe laosket deoc’h ur muntrer.