Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Sant Lucas 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe: It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp. |
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac’haet, an holl bobl souezhet a zeredas d’o c’havout d’ar porched anvet Salomon.
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,
An ebestel a oa e Jeruzalem, o vezañ klevet penaos en doa Samaria resevet ger Doue, a gasas dezho Pêr ha Yann.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.