Sant Lucas 22:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Neuze Jezuz a lavaras d’ar veleien vras, da gabitened an templ ha d’an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc’h ul laer.
Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour.
An aberzhour Jehojada a roas urzhioù d'ar pennoù a gantoù a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoù, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU.
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.