Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d’e zroukreiñ dezho.
Sant Lucas 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Laouen e voent hag e tivizjont reiñ arc’hant dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re‐man ho doe joa ouz kement‐se, hag ec’h accordjont rei arc’hant dezhan. |
Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d’e zroukreiñ dezho.
Eñ a roas e c’her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d’an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.
Met Pêr a lavaras dezhañ: Ra yelo da arc’hant da get ganit, peogwir ec’h eus kredet e c’heller prenañ donezon Doue gant arc’hant.
O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.
Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.