Dont a reas da gavout an diskibien hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n’hoc’h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
Sant Lucas 22:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c’havas kousket gant an dristidigezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza savet euz he beden, e teuaz etrezeg he ziskibien, hag ho c’havaz kousket gant an dristidigez, hag e lavaraz dezhe: |
Dont a reas da gavout an diskibien hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n’hoc’h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
Dont a reas hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne’c’h eus ket gallet beilhañ un eur?
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.