D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc'he en e gichen, evit e sikour hag e greñvaat.
Sant Lucas 22:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad. |
D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc'he en e gichen, evit e sikour hag e greñvaat.
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.
Ro urzhioù da Jozue, kreñva anezhañ, kennerzh anezhañ, rak eñ eo a dremeno dirak ar bobl-mañ, hag a roio da hêrezh dezho ar vro a weli.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
Hag adarre, pa zegas er bed ar c’hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,