Sant Lucas 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d’e zroukreiñ dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. |
Neuze Jezuz a lavaras d’ar veleien vras, da gabitened an templ ha d’an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc’h ul laer.
Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d’o c’havout,
Ar beleg-meur, kabiten an templ hag ar veleien vras, o klevout ar gerioù-se, ne ouient petra da soñjal diwar o fenn na petra a dlee c’hoarvezout war gement-se.
Neuze ar c’habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.