Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Sant Lucas 22:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N’eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha. |
Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.