Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
Sant Lucas 22:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ne vo ket evel-se etrezoc’h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes c’houi, na rit ket evel‐se; ha ra vezo ar brassa en ho touez evel an distera; hag an hini a c’houarn evel an hini a zo o servicha. |
Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
O vezañ azezet, e c’halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c’hoanta unan bennak bezañ ar c’hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.