Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!
Sant Lucas 22:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: C’hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc’h a-raok ma c’houzañvin, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask‐man ganeoc’h araog souffr. |
Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.