Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ.
Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan.
Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.
Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet.
Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m’en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Eñ a lavaras dezho: C’hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc’h a-raok ma c’houzañvin,