rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
Sant Lucas 21:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar re‐ze holl ho deuz lakeat en offransou Doue ar pez a re ho devoa, mes hou‐man he deuz lakeat euz ar pez a oa necesser dezhi, kement he doa evit beva. |
rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
An hini yaouankañ a lavaras d’an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù.
Hag e lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc’h egeto holl,
Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,
Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroù pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.