Sant Lucas 21:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou na dremenint ket. |
Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Met aesoc’h eo d’an neñv ha d’an douar tremen, eget eo d’ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.
met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc’h en Aviel.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.