Sant Lucas 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc’h egeto holl, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, an intanvez paour‐ze he deuz lakeat muioc’h eged an holl. |
rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,
Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.