Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.
Sant Lucas 20:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c’hantved-mañ a zimez hag a ro da zimeziñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhe: Bugale ar bed‐man a zimez, hag a ro da zimezi. |
Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c’hig.
Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.