a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
Sant Lucas 20:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel‐se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner. |
a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
Dirak an taol a sko ac'hanon, va mignoned ha va c'henseurted a chom a-sav, ha va c'herent a chom pell.
Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.
Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.
Hag ec’h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac’hafe anezhañ d’an deiz sabad, evit e damall.
Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.
Ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.