Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue?
Sant Lucas 2:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O soñjal e oa asambles gant o c’henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhañ e-touez o c’herent hag ar re eus o anaoudegezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen‐veajourien, e valejont e‐pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudegez; |
Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue?
Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.
Pa voe an deizioù tremenet hag evel ma tistroent ac’hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem. Jozef hag e vamm n’anaveze ket-se.
Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc’he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.