Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!
Sant Lucas 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe. |
Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!
Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.