C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Sant Lucas 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ e welet, e kontjont d’an holl ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel‐ze. |
C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.
Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c’hraou.
Ar re holl o c’hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien.
O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.
Distro da’z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc’h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.