Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 3:16
64 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.


Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro,


Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.


Akab a c'halvas Abdia, mestr e servijerien. Abdia a zouje kalz an AOTROU,


Ha David va zad en doa c'hoant da sevel un ti evit anv an AOTROU Doue Israel.


Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.


Enklasket e voe an dra, ha kavet e oa gwir. An daou a voe krouget ouzh ur wezenn, ha kement-se a voe skrivet e levr an Danevelloù dirak ar roue.


En noz-se ar roue ne c'hellas ket kousket, hag e c'hourc'hemennas degas levr an eñvorioù: an Danevelloù. Hag e voent lennet dirak ar roue.


Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.


An hini drouk a lavar gant fae: Ne vo enklask ebet! E holl soñjoù eo n'eus Doue ebet.


Kanañ a rin d'an AOTROU e-keit ha ma vevin, meuliñ a rin va Doue e-keit ha ma padin.


Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.


Bennigañ a raio ar re a zouj an AOTROU, ar re vihan evel ar re vras.


Me a zo keneil d'an holl re a zouj ac'hanout, hag a vir da gemennadurioù.


A-raok ma vefe zoken ar gomz war va zeod, setu, o AOTROU, te hec'h anavez en he fezh.


an AOTROU a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a zo en gortoz eus e vadelezh.


Er sent hag en eneoù hael a zo war an douar eo e kavan va holl blijadur.


Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.


Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.


Harpañ a reont war an direizhder evit en em salviñ. O Doue, taol d'an traoñ ar pobloù en da fulor!


Niveriñ a rez va dont ha va mont, laka va daeroù ez lestr. Ha n'emaint ket ez levr?


C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.


Pa em boa kalz a soñjoù em diabarzh, da frealz en deus laouenaet va ene.


Met bremañ pardon dezho o fec'hed. Anez, lam ac'hanon eus al levr ac'h eus skrivet.


An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.


Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.


Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c'hoant hon ene.


An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, hag e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,


A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.


Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.


Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.


O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.


Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.


Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.


Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec’h.


Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.


komzit etrezoc’h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d’an Aotrou.


Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d’ar garantez ha d’an oberoù mat.


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.


Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos