Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Sant Lucas 19:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavarjont: An Aotrou hen deuz ezom anezhan. |
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.