Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
Sant Lucas 19:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude beza lavaret kement‐se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem. |
Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!
Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc’hraet.
C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.
Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,