Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?
Sant Lucas 19:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras d’ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se ha roit hi d’an hini en deus dek minenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz d’ar re a oa eno: Lammit diganthan ar pez arc’hant, ha roit‐hen d’an hini hen deuz deg. |
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?
Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour.
O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.
Perak eta ne’c’h eus ket lakaet va arc’hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c’hampi?