La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes tud he vro ho doa kassoni outhan; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret: Na fell ket deomp e teufe he‐man da ren varnomp.

Ver Capítulo



Sant Lucas 19:14
15 Referencias Cruzadas  

An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Anez, pa’z emañ c’hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c’hannad da c’houlenn ar peoc’h.


O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.


Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c’hourc’hemennas gervel d’e gavout ar servijerien en doa roet arc’hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ.


E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.


Deuet eo da gavout e re, hag e re n’o eus ket e zegemeret.


Mar kasa ar bed ac’hanoc’h, gouezit penaos en deus va c’hasaet a-raok deoc’h.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh mouezh ar bobl e kement ha ma lavaront dit, rak n'eo ket te an hini a daolont kuit, met me eo a daolont kuit, evit na renin ken warno.