Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
Sant Lucas 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe: Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin. |
Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac’h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac’h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
An hini n’en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec’h na’c’h eus ket hadet hag a zastum e-lec’h na’c’h eus ket strewet,
Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d’ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.
Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist: