Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 19:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe: Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 19:13
15 Referencias Cruzadas  

Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe; hag a c’hounezaz pemp talant all.


An hini hen doa bet pemp talant a zeuaz eta, hag a zigassaz pemp talant all, en eur lavaret: Aotrou, pemp talant ez poa roet d’in; setu aman pemp talant all em euz gounezet ouz‐pen.


An hini hen doa bet daou dalant a zeuaz ive, hag a lavaraz: Aotrou, daou dalant ez poa roet d’in; setu aman daou dalant all em euz gounezet ouzpen.


Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz: Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd eleac’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum eleac’h n’ec’h euz ket skulliet;


Lavaret a reaz eta: Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he‐unan eur rouantelez, ha distrei goude.


Mes tud he vro ho doa kassoni outhan; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret: Na fell ket deomp e teufe he‐man da ren varnomp.


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan‐me? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.


Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos