Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 19:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Lavaret a reaz eta: Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he‐unan eur rouantelez, ha distrei goude.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d’ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 19:12
18 Referencias Cruzadas  

Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe: Setu aman an heritour; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Jesus a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou: Eun den, emezhan, a blantaz eur winien, a lekeaz eur c’harz en‐dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit.


An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.


Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen‐man: Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer.


Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement‐se d’an holl, en eur resussita anezhan a‐douez ar re varo . . . . . .


rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid.


evel‐se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.


pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.


Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos