Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.
Sant Lucas 19:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet. |
Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.
Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.
hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.
Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm ha mar deu da goll unan anezho, n’enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet?
Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.