Sant Lucas 18:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen lavaret a ran deoc’h, hep‐dale e venjo anezhe. Mes pa deui Mab an den, daoust hag hen a gavo feiz var an douar? |
Perak e lavarez, Jakob, perak e komzez evel-henn, Israel: Kuzhet eo va hent ouzh an AOTROU, diverz eo va barnedigezh gant va Doue?
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.