Sant Lucas 18:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac’haet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhan: Receo ar gwelet; da feiz hen deuz da iac’heet. |
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h.