hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost.
Sant Lucas 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E‐pad pell‐amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude‐ze evel‐kent e lavaraz enhan he‐unan: Petra‐benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e‐bed evit den, |
hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost.
Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen.
Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den.
Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ.
A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?
Gouelañ a rae evel-se en e gichen e-pad seizh deiz ar fest, ha d'ar seizhvet deiz e tisplegas dezhi, dre ma trubuilhe anezhañ. Neuze hi a zisplegas an divinadell da vibien he fobl.