Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Sant Lucas 18:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen. |
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon.
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
gouezit, c’hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc’h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac’h dirazoc’h.
rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.