Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
Sant Lucas 18:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c’houlenne an aluzen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa o tostaad da Jerico, eun den dall, azezet var bord an hent o c’houlen an aluzen, |
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N’eo ket hemañ an hini en em zalc’he azezet hag a c’houlenne an aluzen?
Bez’ eo oa un den kamm adalek e c’hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.