Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Sant Lucas 18:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d’an dud a zo posupl da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a zo impossubl d’an dud a zo possubl da Zoue. |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù
Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.