Jezuz, o c’hervel anezho d’e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.
Sant Lucas 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c’hrozmole dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Digas a rent ive bugaligou dezhan da douch. An diskibien o velet kement‐se, a reprene ar re ho digasse. |
Jezuz, o c’hervel anezho d’e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.
E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh.