Jozef a welas Benjamin ganto hag a lavaras da vestr e di: Kas an dud-se d'an ti, lazh ul loen bennak ha fich anezhañ, rak debriñ a raint ganin da greisteiz.
Sant Lucas 17:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Daoust ha ne lavarfe ket dezhan kentoc’h: Aoz d’in va c’hoan, stard da c’houriz en‐dro d’id, ha servich ac’hanoun, ken am bezo debret hag evet; ha goude‐ze e tebri hag ec’h evi. |
Jozef a welas Benjamin ganto hag a lavaras da vestr e di: Kas an dud-se d'an ti, lazh ul loen bennak ha fich anezhañ, rak debriñ a raint ganin da greisteiz.
Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheñchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhañ, hag e tebras.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?
Ha trugarez en devo d’ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc’hemennet dezhañ? Ne gredan ket.
a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c’hourizas ganti.