Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheñchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhañ, hag e tebras.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:20
20 Referencias Cruzadas  

Met David a welas e komze goustadik e servijerien, hag e komprenas e oa marv ar bugel. David a lavaras d'e servijerien: Marv eo ar bugel? Hag e respontjont: Marv eo.


E servijerien a lavaras dezhañ: Petra eta a rez? Yunet ha gouelet ec'h eus abalamour d'ar bugel pa oa c'hoazh bev, ha pa'z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued?


a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.


Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.


Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?


Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas


Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Salm David. Va ene, bennig an AOTROU, ha ra vennigo kement a zo ennon e anv santel!


An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


Va dieub eus va holl fallagriezhoù, ha na'm laka ket da vezañ dismegañset evel an hini diskiant.


Deuit, stouomp, plegomp, daoulinomp dirak an AOTROU en deus hor graet.


Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,


Ra vo gwenn da zilhad, ha ra chomo an eoul hep mankout war da benn.


Met pa yunez, laka c’hwezh-vat war da benn ha gwalc’h da zremm,


Te ne’c’h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c’hwezh-vat.


En em walc'h hag en em olev, laka da vantell warnout ha diskenn d'al leur. N'en em ro ket da vezañ anavezet gantañ ken n'en devo echu da zebriñ ha da evañ.


Met bremañ, mar plij, pardon va fec'hed ha distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU .


Samuel a zistroas war-lerc'h Saül, ha Saül a stouas dirak an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos