Eñ a respontas dezho: Pehini ac’hanoc’h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d’e dennañ ha d’e sevel?
Sant Lucas 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Piou ac’hanoc’h, hag hen deuz eur mevel oc’h arat, pe o vessa, a lavar dezhan kerkent ha ma vez distro euz ar park: Tosta aman, hag en em laka ouz taol? |
Eñ a respontas dezho: Pehini ac’hanoc’h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d’e dennañ ha d’e sevel?
Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?
Hag e lavaras dezho: Piv ac’hanoc’h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d’an deiz sabad?
An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.
Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi?