An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.
Sant Lucas 17:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c’hollo, ha piv bennak he c’hollo he miro. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Piou‐benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo anezhi, he c’havo. |
An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c’havo.
Me a lavar deoc’h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.