En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Sant Lucas 17:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizianed a c’houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe: Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans; |
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h.
Aet e oa d’un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.
Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
Selaou a rejont ar c’homzoù-se. Eñ a gendalc’has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d’en em ziskouez prest.
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.