Sant Lucas 17:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’euz nemed an estranjour‐man hag a zo distroet evit renta gloar da Zoue. |
An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.
Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n’int ket bet yac’haet? Pelec’h emañ an nav all?
Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.