Sant Lucas 16:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel. |
An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.
Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.
Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.
Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.
Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac’hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.
hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,
en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.