Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra vo o chom e teltennoù Sem ha ra vo Kanaan o servijer!
Sant Lucas 16:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo. |
Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra vo o chom e teltennoù Sem ha ra vo Kanaan o servijer!
Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d’o c’havout, o devo keuz.
Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ!
Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.