Sant Lucas 16:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d’o c’havout, o devo keuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An den pinvidic a lavaraz: Nann, Abraham, va zad; mes mar d’a unan‐benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint. |
O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.