Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù. Ehan
Sant Lucas 16:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c’hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d’ar re a zo amañ tremen aze ne c’hellfent ket, kennebeut ha d’ar re a zo aze dont d’hor c’havout-ni. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ouz‐pen‐ze, eun abim braz a zo etre c’houi ha ni, en hevelep doare ar re a fellfe dezhe mond ac’halen beteg enoc’h, na halfent ket; na ken neubeud ar re a fellfe dezhe dond ac’halese beteg enomp. |
Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù. Ehan
Komprenit eta kement-se, c'hwi ar re a ankounac'ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den da zieubiñ.
Ne vo ken un drezenn flemmus evit ti Israel, nag un draenenn gloazus, e-touez ar re a zo tro-dro dezhi hag a zispriz anezhi, hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.
Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.
Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
An hini a zo direizh ra vo direizh c’hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c’hoazh, an hini a zo reizh ra vo reizh c’hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c’hoazh.
Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.