Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
Sant Lucas 16:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz. |
Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
War-lerc’h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.